Eun den euz a gear Asiz, unan euz ar re binvidika, unan euz ar pennou brasa, he hano Bernard Kuintavall, a ioa, evel ar re all, souezet o klevet komz er c’hiz-se, hag o velet enn eur stad ker paour, Fransez, map Bernardon ar marc’hadour brudet dre he zanvez. « Daoust, emez-han out-han he-unan, ha ne ket ormidou a ra Fransez ? Me a ranko guelel. » Hag e pedaz ar zant da vont da goania gant-han. Mez Fransez ne falveze ket dez-han. Bernard Kuintavall ne falgalounaz ket evit-se. Bep tro ma c’helle guelet Fransez ne vanke jamez da renevezi he bedenn, hag hen ober a rea startoc’h-starta. Inouet, hag evit en em zizober anez-han eur veach evit mad, Fransez a lavaraz dez-han e z’ache dioc’h an noz, enn dervez-se zoken, da goania gant-han.
Pa oue debret koan e z’ejor d’ar gueleou. Ar c’hiz a ioa, d’ar mareou-ze, da loja er memez kambr gand an hini a viche bet o koania ganeoc’h. Fransez ha Bernard Kuintavall a ioa ive-ta er memez kambr. E kreiz an noz, Fransez o kredi oa kousket Bernard, a zavaz euz he vele
3*