Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/58

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 50 —

ho madelez, an hent a gaso ac’hanoun betek au tri den a glaskan. »

Unan euz an tri hent a gemeraz, hag a veac’h m’an doa great eur pennad bale dreiz-han, m’a velaz o tont d’he gaout Fransez a ioa o pedi Doue enn eur c’hoad e kichenn an hent. « Bezit deuet mad, va Breur, eme Fransez, rak Doue he unan eo en deuz ho tigaset da vidomp. » Goudeze her c’hasaz da gaout Bernard ha Per, en eur lavaret dez-ho : « Setu aman eur breur mad digaset d’eomp gant Doue. »

An tri den-ma en em lakeaz er skol gant Fransez, skol ar bedenn a c’hinou hag a galoun, skol ar baourentez hag an dismeganz var draou ar bed-man. Pa velaz ar Zant anez-ho desket avoalac’h var an traou-ze ha start enn ho c’hredeun, e lavaraz dez-ho e rankent mont da brezek ar binijenn e komzou dister hag eaz d’an oll da gomprenn. Alia a dlient an oll da veva e peoc’h an eil gant egile ; gourc’hemenn a dlient ive d’an oll dilezer ar pec’hed ha karet Doue, a greiz kaloun. Kas a reaz Bernard ha Per da eur vro hanvet Emili : Jilez hag en a ieaz varzu