Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

c’homzou-ze euz an Aviel, a zo evit-han, ober a raint a vizikenn ar reolenn euz he vuez. Doue he unan, enn he Aviel, a ziskouez an hent ma tle bale dreiz-han. Evelato, evit miret da vale evel eun dall, e pedaz ar belek da zisplega dez-han petra oa ar c’homzou-ze, euz an Aviel. Dre ma tisoloe ar belek dez-han petra en doa c’hoant Hor Zalver da lavaret, ar Zant a zante eur joa vraz enn he galoun. P’oa echu gant ar belek, Fransez a lavaraz en eur zevell he ziouvreac’h enn ear : « Setu aze ar pez a fell dign ; setu aze va c’hoant ar brasa. » Breman p’eo kavet he hent gant-han e z’ai araok ep arjila. Diviska a ra dioc’htu he voutou, teuler a ra diout-han he vaz, leuskel a ra he zac’h ; ne gemer nemet eur zae ; tenna a ra he c’houriz, hag enn he leac’h e laka eur gordenn. Re vrao e kaf he zillad hermit, ho dilezer a ra evit kemeret dillad all paourroc’h ha disterroc’h.

Ne d’an ket da lavaret d’eoc’h penaoz oa great sae St Fransez. Henvel oa, pe var dro, ouc’h an hini a zoug herrio c’hoaz ar Breudeur bian, he vugale. Ar Zant ne zelle ket ker piz-se ouz an dillad :