Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/51

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 43 —

avechou ar zae a veze brasoc’h, avechou all e veze biannoc’h, ervez an tamm mezer a veze roet dez-han. Ar pez a ranke da gaout oa mezer groz ha dister a liou tenval, evel liou al ludu.

Tud iaouank, evel St Fransez, oc’h euz c’hoant da veza eun dervez heuruz gand Doue enn he Varadoz. Evit en em gaout eno e rankit klask hoc’h heur evel ar Zant-man, hag an hent-se eo ar stad a vuez m’oc’h galvet da veva enn-han. Ha c’houi a dle beva etouez trouz ar bed ? Ha c’houi a dle dilezer ar bed evit beva enn eur stad all ? Ne ouzoc’h ket c’hoaz. Pedit Doue hag ar Verc’hez d’ho sklerijenna, ha goudeze goulennit kuzul digant ho tad konfessour. Fransez he unan en doa goulennet kuzul digant belek St-Damien, ha c’houi a gafe diez goulenn ar memez tra digant an hini a zo karget d’ho kelen ?