Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/49

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 41 —

c’harz he zreid. Pedi a rea anez-hi da veza he alvokadez dirak Doue, da lavaret d’he map Jesuz digeri frank ha ledan he galoun ma c’hellche her c’haret evel ma z’eo dleet, hag heulia penn da benn kuzuliou ha gourc’hemennou an Aviel. Eur c’hoant ep he far en doa da zevel enn huella santelez, mez penaoz en em gaout eno? N’her gouie ket c’hoaz. Fizianz braz en doa er Verc’hez abalamour m’an doa savet a nevez he iliz dez-hi. Kredi a rea e viche kuzuliet hag henchet gant-hi. Mont a rit da velet penaoz oa bet sklerijennet Fransez ha diskouezet he hent dez-han.

Per, belek St-Damien, a deue eur veach an amzer da lavaret he ofern da iliz Stez Mari. Hogen eun dervez edo, e Aviel an ofern, ar c’huzuliou a roaz Hor Zalver d’he ziskibien en eur ho c’has da brezek dre ar bed: « N’ho pezet nag aour nag arc’hant, na guennek mouniz ebet enn ho ialc’h, nag eur zac’h evit an hent, na diou zae, na boutou na baz ebed. » Fransez a zelaoue ar c’homzou-ze digor he ziouskouarn. He galoun a dride enn he greiz; kavet eo he hent gant-han ; ar