An iliz-he a zo var dro tri c’hard heur bale dioc’h kear Asiz, enn eul leac’h hanvet Porsionkul. Ar garantez en doa Fransez evit Rouanez an Elez hen dougaz da zevel an iliz-se a nevez. Ar memez karantez a lakeaz anez-han d’en em staga out-hi betek ar maro. Eno en euz great ar reolenn a vuez a laka an dud, mac’h heuliont anez-hi evel ma z’eo dleet, da zevel enn huella santelez ; eno en euz poaniet ha pedet he unan evit beza eur zant; eno eo marvet, he galoun entanet a garantez evit Doue, he Vestr. En eur vervel, e c’hourc’hemennaz d’he vreudeur karet al leac’h-se abalamour m’oa karet gand ar Verc’hez. Santez-Mari-an-Elez a zo herrio unan euz an ilizou brudetta euz ar bed, hag hounnez eo an iliz a gar ar muia Urz ar Breudeur bian. Ne ket souez, eno int ganet, eno int kresket, hag ac’hano int en em skignet dre bevar c’horn ar bed.
P’an doa savet he iliz, Fransez a dremenaz enn-hi eul lodenn vraz euz he amzer en eur bedi a c’hinou hag a galoun. Eno, ec’h en em erbede ouz ar Verc’hez ; skuilla a rea daelou puill e