Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/47

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 39 —

dez-han ar pez a c’houlenne, ha dont a reaz a-benn euz he faltazi.

Al labourou-ze a ioa padet epad ar bloaz 1206. Evit guir Fransez en doa avoalac’h da ober en eur yont da velet an dud lor hag o pedi Doue. Mez c’hoant en doa da rei eun tamm labour d’he gorf evit her c’hastiza hag ober pinijenn. Abalamour da-ze, epad ar bloaz 1207, ec’h en em lakeaz da rapari eun iliz savet enn henor da St Per, n’oa ket pell dioc’h kear Asiz. Al labour-ze a rea dre n’abek m’en doa kals a garantez evit St Per, penn ha mestr an Ebestel.

Goude beza raparet an iliz-se ec’h en em lakeaz da zevel a nevez eun iliz all kouezet enn he foull, hag a ioa bet gueach all savet enn henor da vamm benniget Hor Zalver, dindan an hano a Zantez-Mari-an-Elez, abalamour ma teue aliez an Elez d’en em ziskouez el leac’h-se. Koz braz oa an iliz pa z’eo guir oa bet savet er bloaz 353, goude maro Hor Zalver. Ar bastored gand ho denved a iea, pa veze goall amzer, da glask ar goudor e c’harz he mogerriou n’oa ken nemet-ho enn ho za.