Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/46

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 38 —


E kreiz he labourou, Fransez en deveze evelato tammouigou levenez. Ar pez a dlie c’hoarvezoute iliz St Damien a ioa bet disklerriet dez-han gant Doue. Evelse, pa z’ea da c’houlenn an aluzenn evit he iliz, e lavare d’an dud evit ho alia da rei : « Roit hoc’h aluzenn, rak iliz St-Damien a deuio da veza eur gouent Leanezed, hag a vezo, a berz Doue, brudet dre bevar c’horn ar bed » Hag evit guir, ar pez en doa lavaret ar Zant a c’hoarvezaz ; rak pemp bloaz goudeze, en he unan a lakeaz eno Stez Klera bag he c’hoarezed. Kals tud euz a Asiz o doa sonj mad euz ar pez en doa lavaret Fransez, hag a anzave oa deuet he c’her da vir. Hag ouc’h penn Stez Klera, araok tremen euz a vuez ar bed-man, er bloaz 1253, her lavar ger evit ger.

Echu eo eta iliz St-Damien, mez eun dra a vanke enn-hi c’hoaz. Fransez a felle dez-han e viche atao, noz-deiz, daou c’houlou var alum dirak ar grusifi e doa komzet out-han. Mez penaoz ober an dispign-ze? N’en doa netra, paour-glez oa. An dra-ze ne ra man. Mont a ra da gestell eol da gear Asiz; roet e oue