Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/45

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 37 —

nez eo ar vuez paour ha glaskez var da veno. Kea ive-ta da glask da damm boued euz an eil dor d’eben evel ar beorien, eur skudell enn da zourn. Er c’hiz-se e rank beva a galoun vad an neb a fell dez-han bale var roudou an hini a zo ganet er baourentez, en euz bevet er baourentez, a zo marvet enn noaz var ar groaz, a zo bet lakeat enn eur bez ha n’oa ket dez-han. »

Antronoz e z’eaz gant he skudell da ober tro kear en eur c’houlenn he damm boued enn hano Doue. Pa falvezaz dez-han dibri euz ar boued-se, taolet enn he skudell, tamm digant he-man, tamm digant hen-hont, lousoc’h pe lousa an darn vuia anez-ho, e teuaz he galoun da eugi: N’oa ket evit kas eul loaiad epken d’he c’hinou. « Asa, emez han dez-han he unan, paour out ; ha daoust hag ar paour a dle sellet ker piz-se ouz ar pez a vez roet dez-han ? » Moustra a reaz he galoun. Jesuz, o velet pegement a c’hoant en doa da vale var he roudou, her lakeaz da gaout mad-tre ar skudellad boued-se ; ha biskoaz, er festou kaer a rea gueach all gand he gamaraded, n’en doa kavet netra kerkouls blazet.

3