Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

loc’h evit he dad. Koulskoude breman oa dez-han penn-da-benn oll madou Bernardon, an tad, pa z’eo guir n’oa kraouadur ebed nemet-ho ho daou, ha m’an doa roet Fransez an dilez euz an hanter a dlie dont dez-han. Eun dervez edo Fransez o karga mein enn he gar : divera a rea ar c’houez dioc’h he dal. Anj he vreur a ioa o sellet out-han hag o c’hoarzin goap dez-han. Lavaret a reaz da unan euz he gamaraded a ioa enn he gichenn : « Kea da brena digant va breur Fransez eur banne euz he c’houezenn. »

— « Ne fell ket dign, eme Fransez, guerza va c’houezenn d’an dud : kerroc’h e verzign anez-hi d’an A. Doue. » Kentel gaer d’ar re a rank gounit ho boued divar bouez ho divreac’h.

Belek St-Damien, o velet pegement a boan a gemere ar zant, gant aon na deuche da noazout d’he iec’hed, a rea guella ma c’helle evit rei boued mad ha kren dez-han. Fransez ne zaleaz ket da velet madelez ar belek-se. Neuze e lavaraz out-han he-unan : « Fransez, ha kaout a ri e kement leac’h ma z’i eur belek ker mad enn da genver ? Ne ket houn-