zillad brao ha lugernuz, el leac’h ma taole arc’hant diout-han ep ho c’hounta Lavaret a rea : « An neb a roio di-me eur mean evit va Iliz a vezo paet gand Doue, hag an hini a roio daou vean a vezo diou veach paet. » Lod euz a dud kear a iea var he lerc’h en eur c’hoarzin goap dez-han, hag en eur lavaret pep seurt traou divalo divar he benn. Lod all ne lavarent ger. Oc’h esa gouzout edont penaoz e c’helle diskenn enn eur renk kenn dister eun den iaouank, unan euz ar re binvidika euz a gear. Red eo, a lavarent an eil d’eguile, e ve Doue a du gant-han.
He dad, p’her guele o tont varzu enn-han, a dec’he da guzet enn tu bennak buanna ma c’helle. Mez en doa ouz he velet enn egar e z’ea. Pa ranke en em gaout diraz-han e taole varn-han he valloz. An dra-ze a rea eur boan vraz da Fransez. Petra da ober-ta evit miret ouz an dra-ze ? Kemeret a reaz gant-han, da vont dre gear, eun den kos ; ha bep tro ma taole he dad he valloz var Fransez, an hini koz a rea varnez-han Sin ar Groas.
He vreur, hanvet Anj, n’oa het guel-