Fransez pegement a blujadur a rea dez-han o karet er c’hiz-se an dud lor, he vignouned. Eun dervez, var ar meaz, e kichenn kear, ec’h en em gavaz gant-han eun den paour euz a gostez kear Spolet, a ioa debret he c’hinou hag e ziou voc’h gant eur c’hrign-beo. O tistrei euz a Roum edo, el leac’h m’oa bet o c’houlenn ar pare var beziou St Per ha St Paol. Kerkent ha ma velaz ar zant, kuzuliet gant Doue, me gred, ec’h en em strinkaz d’an douar evit poket d’he dreid. Fransez n’her lezaz ket da ober, sevel a reaz anez-han enn he za, kregi a reaz enn-han a dro-vriad en eur boket dez-han. Enn eun taol an den klanv en em gavaz pare. Distrei a reaz d’he vro en eur bedi Doue a greiz he galoun.
Evelato Fransez ne ankounac’hea ket e doa lavaret ar grusifi dez-han rapari iliz St Damien. Abalamour da-ze, hag o sonjal ive oa breman ienneat kasouni he dad, e tistroaz da Asiz. Mont a rea dre gear en eur c’houlenn an aluzenn evit he iliz paour. N’en doa ket a vez oc’h astenn he zourn er gear-ze, el leac’h ma selle an oll out-han a ziagent abalamour d’he