Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/41

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 33 —

huella santelez. En em lakaat a ra da redet an hospitaliou, da velet ar re glan ha dreist-oll an dud lor.

Eugusa klenved eo al lorgnez ! — Breman, a drugare Doue, n’euz ket kalza dud lor, da vianna enn hor bro-ni — Eun den lor a zo leun a c’houliou a zistak a damm-a-damm diout-han, enn dro dez-han evel ma tistak an delliou euz ar guez d’an diskar-amzer. Eur c’houez euz ar re bounerra a zo ive gant an dud lor. Ouc’h penn m’eo cuguz ha louz ar c’hlenved- man eo ive staguz meurbed. Setu perak e veze kaset ar re lor da hospitaliou, savet evit-ho epken, pell dioc’h an tiez all. Mad varzu ar re glan-ze eo a redaz Fransez. Araok an dra-man, mar oc’h euz sonj, p’edo o ren he iaouankiz, en doa roet, e kichenn kear Asiz, an aluzenn ba daou bok da eun den lor. Enn hospital, Fransez a voalc’he ho zreid d’ar re glan, louzaoui a rea ho gouliou ; ha goudeze, evit rei nerz d’ho c’haloun, evit ho lakaat da gaout fizians e Doue ha d’her c’haret e kreiz ho c’hlenved, e poke dez-ho gant karantez.

Doue dre eur burzud a ziskouezaz da