Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

chont enn eur foz doun, leun a erc’h, a ioa e kichenn, en eur lavaret kenavezo dez-han dre ar c’homzou goapauz-man :

— Chomm aze keit ha ma kiri, kannad louz ar Roue braz.

Fransez a c’hellaz dont er meaz euz ar foz, fouge enn-han abalamour m’oa bet kannet ha taolet enn-hi dre n’abek ma lavare oa kannad eur Roue braz, en, en doa c’hoant da lavaret oa kannad an A. Doue. Mont a reaz adarre enn hent en eur gana atao e gallek, mez krenvoc’h eged a ziagent, meuleudiou d’he Zoue. En em gaout a reaz gant eur gouent, n’edo ket pell ac’hano, hag eno e chommas tri pe bevar dervez evit labourat er gegin evel an disterra euz a dud an ti. Mez ne ket labourou er c’hiz-se eo a felle da Fransez ; mont a reaz da gear Gubio. Eno e kavaz eur c’hamarad-koz, a roaz dez-han, dre druez out-han, dillad ha n’oant ket ker fall hag ar re a ioa gant-han : henvel oant ouz dillad an Ermited.

Goloet gant an dillad-se e kresk he binijennou. Klevet a ra e goueled he galoun he garantez o tenerraat evit an A. Doue, hag he c’hoant da sevel varzu an