Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/39

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 31 —

kroasiou var an douar. Gand an dillad-se Fransez a ieaz er meaz euz an Eskopti, ar paourra mez ive al laouenna euz an dud. Evel hon euz her lavaret, edo neuze e kreiz he vrud, n’en doa nemed pemp bloaz varnugent.

Distak breman dioc’h pep tra var an douar, Fransez n’en doa kenn ioul nemed da garet Doue ha d’he zervicha a greiz he galoun. Mont a ra he-unan-penn dre ar meneziou hag ar c’hoajou en eur gana e gallek meuleudiou an A. Doue. Eun dervez, laeroun kuzet er c’hoajou o c’hedal tremenidi da laerez, o klevet kana e gallek, a redaz var he lerc’h : kaout a rea dez-ho oa eun den pinvidik bennag a vro C’hall eo a ioa o tremen. P’her guelchont guisket ker paour e chommchont souezet, hag e c’houlennchont digant-han :

— Piou out-te ?

— Me, eme ar Zant, eo kannad ar Roue braz.

— Heman a zo sot, eme al laeroun.

Evelato drouk enn-ho abalamour m’o doa great eun taol guenn, e rojont dez-han eur guiskat bac’hadou hag hen taol-