Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —


O klevet ar c’homzou-ze, Fransez a zavaz enn he za en eur lavaret.

— A. n’Eskop disteuler a rign d’am zad kement tra en euz roet dign, an dillad a zougen zoken.

Ker buan e z’eaz enn eur gambr adre, e tiviskaz he zillad, hag e teuaz d’ho digas d’he dad, eur gouriz epken enn dro d’he groaz-lez, en eur lavaret dez-han : « Betek hen em euz ho kalvet va zad var an douar a vizikenn e c’hellan lavaret ep aoun da fazia Hon Tad hag a zo enn env, c’houi eo va oll madou, ennoc’h « eman va oll fizianz. »

An A. n’Eskop, estlammet oll o velet kement all a garantez evit Doue hag he fizianz enn-han, a zavas enn he za, a gemeraz Fransez etre he zivrec’h hag a daolaz var he ziouskoaz ar vantell a zouge, en eur gourc’hemenn da dud he di rei dez-han dillad d’en em viska. Roet e oue dez-han dillad eun devezour a veze dioc’h an deiz o labourat enn Eskopti. Fransez ho c’hemeraz gant anaoudegez vad, ha dioc’h-tu e reaz, gand eun tamm pri, eur groaz varn-ho evit diskouez n’oa nemed eun den paour, ha ne glaske nemed