Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/37

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 29 —

Pa velaz Bernardon n’oa ket evit tizout he vap divar benn an arc’hant, e z’eaz da gaout barnerrien kear Asiz, hag e c’houlennaz digant-ho eur varnedigez da c’hourc’hemenn d’he vap distrei d’ar gear. Ar re-man a lavaraz dez-han an dra-ze ne zelle ket out-ho, rak Fransez, o veza eat da jomm da di velek St-Damien, o ioa relijiuz, hag ar relijiuzed hag ar veleien, e pep bro, pa vez enn-hi kristenien mad ha leal, ne vezont barnet nemet gand an Eskibien.

Bernardon, atao drouk braz enn-han, ne gilaz ket. Kas a reaz he vap dirak Eskop Asiz, en eur c’houlenn digant-han kement liard a c’hellfe c’hoaz beza etre he zaouarn, hag ouc’h penn an dilez euz al loden a dlie dont dez-han euz a vadou he dud goude ho maro.

D’ar mareou-ze, Eskop Asiz oa an A. Vido Sekundi, den a zoujanz Doue m’ar d’euz bet. Gervel a reaz Fransez da vont d’e gaout.

— Fransez, emez-han, ho tad a zo drouk braz enn-ban. Goulenn a ra kement tra en d’euz roet d’eoc’h. Distolit dez-han kement oc’h euz. Bezit fizianz e Doue ; ne zilezo ket ac’hanoc’h.

2*