taoliou en doa bet kerkouls hag ar jadenn e doa her staget, hag a vizikenn e c’houzanvo pep tra evit an hano a Jesuz.
Kollet he benn gant-han o klevet kement all, hag o velet ne jommche ket he vap gant-han da gas he gonverz enn dro, Bernardon a glaskaz eun izign all evit hen heskina. Kaout a rea dez-han oa dispignet pell a ioa an arc’hant en doa bet evit he vezer hag he loan. Setu perak e c’houlennaz an arc’hant-se. Evel a ouzoc’h, Fransez, pa ne felle ket da velek St-Damien her c’hemeret ; en doa taolet an arc’hant var brenestr an iliz. Kerkent ha ma teuaz he dad d’her goulenn, Fransez a ieaz d’her c’herc’hat, hag her roaz dez-han penn da benn, guennek evit guennek.
Ann dra-man ha ne ziskouez ket d’an dud difeiz a gomzemp anez-ho n’euz ket pell, ne ket arc’hant ar mezer eo a glaske Bernardon, mez he vap oa, hag he vap epken. Ha ma teu breman da c’houlenn an arc’hant-se ne d’eo nemet evit hegal ouz he vap, hen inoui kement ma kafche guelloc’h distrei d’ar gear eged kaout kement a drabaz.