Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/35

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 27 —

Pika, ar vaouez devot, mamm Fransez, a vouele, evel eur vamm gristen, o velet petra reat d’he map. Pa gave he zro e z’ea da gaout he map d’an toull du, e tiskoueze dez-han he c’harantez hag e rea dez-han guella ma c’helle. Guelet a rea oa Doue he unan eo a henche Fransez. Abalamour da-ze, kerkent ha m’oa eat adarre he fried da ober konverz er meaz euz ar gear, e tijadennaz he map, her briataz, e pokaz dez-han en eur starda anez-hau var he c’haloun, hag en eur lezer anez-han da heulia penn da benn ar pez a c’hourc’hemenne Doue dez-han.

Ar Zant iaouank a drugarekeaz he vamm, a lavaraz bennoz d’an A. Doue hag a zistroaz var eeun da Iliz St-Damien a ioa roet dez-han da rapari gant J.-K. Pa zistroaz Bernardon d’ar gear, o velet he vap eat kuit, e lavaraz a bep seurt traou divalo d’he c’hrek, en eur doui e teuche e giz pe giz a benn euz he vap. Mont a reaz raktal da di velek St-Damien, el leac’h ma gouie edo Fransez. Eno edo evit guir. Mez enn dro-man, e leac’h tec’het enn he raok, e z’a d’he gaout, hag e lavar dez-han en doa ankounac’heat an