Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/32

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 24 —

grouadur ? Setu perak oa drouk e Bernardon, ne ket abalamour d’he arc’hant oa avad. Kas a reaz gant-han lod euz he gerent evit mont da gerc’hat he vap d’ar gear euz a di belek St-Damien. Pa glevaz Fransez anez-ho o tont, e z’eaz da guzet da gambr ar belek. Lavaret a reor p’edo Bernardon hag he gerent o vont er gambr, Fransez en em harpaz ouz ar voger, hag ar voger a zigoraz hag a zerraz var he lerc’h, goude beza great eur volz a zioc’h he benn. Pa oue savet eno eur gouent evit ar Breudeur-bian, ar voger-ze a oue dalc’het enn he za enn henor d’ar Zant, hag herrio c’hoaz e velor ar volz-se, hag enn-hi eman Patrom St Fransez.

P’oa eat kuit he dad hag he gerent, Fransez a ieaz da eun toull mengleuz, n’eman ket pell ac’hano, el leac’h ma kase eun tamm boued dez-han mevel belek St-Damien. Eno e chommaz eur miz hed-a-hed o pedi Doue, o skuilla daelou var he bec’hejou ha pec’hejou ar bed, o iun bemdez, oc’h ober pinijennou ar re rusta, o sonjal noz-deiz e pasion Hor Zalver J.-K.

A benn eur miz, krenveat dre he be-