dennou hag he binijennou, e teu er meaz euz e doull mengleuz, hag e z’a var eeun da gear Asiz. P’her guelchont o tont e kear, he zaoulagad rusiet gant an daelou, he ziou voc’h pladed gant ar binijenn, dillad eur paour keaz gant-han, en hag a velet a ziagent dre gear guisket evel ar re binvidika, eul loan a c’hoad o fringal azindan-han, tud Asiz en em lakeaz da c’hoarzin dez-han ha d’her goapaat. E guirionez eo kollet he benn gant Fransez, emez-ho. Pri ha mein a veze stlapet out-han. Mont a reant en eur iouc’hal var he lerc’h, hag e touez ar re a iouc’he oa kalz euz he gamaraded koz en doa dispiguet kement a arc’hant gant-ho. — Tud iaouank ha tud koz, guelit petra eo kamaradiach ar bed-man. — Fransez ne ra van evit ho c’hlevet, mont a ra gant he hent pleget he benn.
He dad o klevet an trouz a ioa e kear a ieaz da doull he zor da c’houzout petra ioa a nevez. Pa glevaz oa he vap Fransez ar penn kaoz a gement-se a jolori, e lammaz er meaz euz he di, hag e razaillaz var n’han evel ma razaill ar bleiz var an danvad. Kregi a reaz enn-han, her chacha
2