Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


Hag ouc’hpenn, evel a lavar St Bonavantur, oll madou ar bed-man a zo da Zoue, ha Doue en doa gourc’hemennet da Fransez rapari Iliz St-Damien, ha Fransez n’oa ket hen ober ep arc’hant.

Lezomp ive-ta an teodou fall hag an dud difeiz da grial ha da iouc’hal kement ha ma kirint. Evidomp-ni, tud a feiz, ne velomp aman nemed dourn Doue o lakat Fransez var hent an env, rak breman eman o vont a benn er boan. E z’eomp d’her guelet.

He dad Bernardon n’oa ket, evel a lavar an dud difeiz emaomp o paouez komz anez-ho, drouk enn-han abalamour d’he arc’hant. Kerkent ha m’ec’h en em gavas er gear, rak e beach edo, p’an doa guerzet Fransez he vezer hag e loan, e Foligno, e z’eaz da glask he vap. Drouk braz a ioa enn-han, rak karet a rea he vap Fransez. Kaout a rea dez-han, abalamour m’oa desket mad ha m’an doa kals skiant, e viche bet var he lerc’h eur marc’hadour euz ar re vrasa, euz ar re binvidika, euz ar re vrudetta, hag en diviche great kals a enor d’he hano. Piou eo an tad ha ne c’houlenn ket kement all digant he