Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





DAOUZEKVED PENNAD


————


Korf Fransez deuet da veza guenn-kan. — He galoun e Stez-Mari. — He gorf e iliz St-Jorj. — He c’houliou guelet gand an oll. — Ar marc’hek Jerom. — Ar Breudeur a zoug korf ho Zad. — Stez Klara ha korf Fransez. — Fransez lakeat e renk ar Zent. — Kreac’h an ifern. — Eun iliz nevez. — Korf Fransez kuzet ha kavet er bloaz 1818.


————



Kerkent ha m’oue maro ar Zant, he Vreudeur a voalc’haz he gorf araog her liana. Epad he vuez he groc’henn a ioa dem-zu dre ar binijennou a rea, breman, goude he varo, eo deuet da veza guen-kann. He izili, brevet gand ar remm, a ioa gourd kenan ; breman e c’hellor, o flega, ho astenn, ho eunna evel izili eur c’hraouadur.

He galoun, lakeat e touez louzeier c’houez-mad, evit miret da vreina, a jommaz e kouent Stez-Mari-an-Elez, e Iliz ar Porsionkul. He gorf, sebeliet er zae liou al ludu, digaset gand an itroun Jakelin, digor an tu kleiz anez-hi, a ioa