Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 285 —

oad, an ugentved goude m’an doa kuiteat ar bed, an triouec’hved abaoue m’an d’oa savet Urz ar Breudeur-bian.

P’edo Fransez o tenna he huanad diveza, eur vandenn laboused a deuaz da c’hournijal enn dro da gouent Stez-Mari, ha da blafa var an doen en eur richounat, evel pa vichent elez diskennet euz an env da gerc’het ar Zant da vont d’ar Baradoz.

Ar Breur Augustina ioa o chomm pell dioc’h kouent Stez-Mari, hag enn heur m’edo Fransez o vervel, her guelaz o sevel d’an env azindan furm eur steredenn lugernuz.

An A. Guido, eskop Asiz, a ioa d’an noz ma varve ar Zant, e kear Benevent, o tistrei euz a venez Gargan. Fransez en em ziskouezaz dez-han en eur lavaret : « Kuitaat a ran ar bed evit mont da gaout Jesuz, da jomm gant-han atao… »

E meur a leac’h all c’hoaz, ha ve re hir kounta aman, Fransez en em ziskouezaz d’he Vreudeur p’edo he ene o tispartia dioc’h he gorf.


————