Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/292

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 284 —

en em grenvait an eil egile e doujanz Doue, ha dalc’hit mad d’ar reolenn. An diaoulou a iud e goeled an iferu o velet ar mad hon euz great hag ar vad hon euz c’hoant da ober. Erru int d’ho taga, da ober brezel d’eoc’h harpit out-ho. Euruz ar re o devezo harpet. Evidom-me a ia da gaout an A. Doue hag ho laka etre he zaouarn. »

Semplaat atao a rea. Lakaat a reaz lenn dez-han histor pasion Hor Zalver, ervez an abostol St Iann. P’oue achu e kroazaz he zaouarn var he stomok en eur bedi lenn dez-han ar Psalm unan ha seiz uguent. — 141 — He unan e lavare ive gand ar Breudeur, dindan evor, guella ma c’helle. En eur lavaret ar c’homzou-man : « Tennit va ene euz he frizoun, ma z’ign d’ar Baradoz da gana ho kloar ; setu an eneou euruz o c’hedal ho parnedigez varnounn, » e tennaz he huanad diveza, hag he ene a nijaz da gaout Doue d’he Varadoz.

He varo a c’hoarvezaz enn noz euz ar zadorn, 3, d’ar zul 4 a viz here, da eun heur dioc’h ar mintin, euz ar bloaz 1226, d’ar pemped bloaz ha daou ugent euz he