Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/291

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 283 —

d’he Vreudeur : « Evidom-me em euz great ervez va galloud : Breman c’houi, grit ar pez a lavaro J.-K. d’eoc’h da ober. » Den ne oue evit lavaret ger : daelou puill a zirede a zaoulagad an oll. Evelato ar Breur a veze peurvuia enn dro dez-han, a velaz, o sellet out-han, en d’oa c’hoant euz a eun dra bennag c’hoaz : divinout a reaz petra oa. Mont a reaz da gerc’hat eur zae hag eur gordenn, hag ho roaz da baour J.-K. en eur lavaret : « Presta a ran d’eoc’h an dillad-man, evel da eur paour ; ha c’houi kemerit anez-ho abalamour ma tleit senti. » O klevet ar c’homzou-ze, ar Zant a reaz evel eur vousc’hoarzin a laouenedigez paour en d’oa bevet, paour ez’ea euz ar bed-man pa z’eo guir an dillad a ioa enn he gerc’henn n’oant ket zoken dez-han.

A benn eur pennad e c’hellaz c’hoaz lavaret eur gomz bennag, hag adarre e pede he Vreudeur da zerc’hell mad d’ar baourentez, ha da veza sentuz ouc’h kement tra a c’hourc’hementche Hor Mamm Santel an Iliz ; hag en eur zevel he zivreac’h e kroaz : « Kenavezo, va bugale ;