Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/290

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 282 —

kement ha ma c’hellan hen ober, d’an oll Vreudeur, kerkouls d’ar re a zo e karg evel d’ar re all, kaout evit Bernard an doujanz o d’euz bet evidounn va unan. Nebeut ac’hanoc’h a c’hoar peger santel, eo ar breur-man: An diaoul ne ehan d’hen taga noz-deiz hag e pep giz : mez ne deuio ket a benn euz he daol. Gand graz Doue Bernard a vezo treac’h dez-han, hag e vezo goudeze lezet e peoc’h. »

Goudeze e c’hourc’hemennaz d’an oll Vreudeur, adalek ar re huella e karg beteg ar re izella, chomm atao e Porsionkul, e kouent Ste-Mari-an-Elez, el leac’h m’oa savet an Urz.

Tostaat a rea heur diveza Fransez. N’en d’oa mui nemed eun nebeudik amzer da jomm var an douar. Pedi hag aspedi a reaz he Vreudeur da lammet digant-han he zae ha d’her lakaat var an douar noaz. Gourvezet er c’hiz-se, savet he zaoulagad varzu an env evel pa velche ar Baradoz digor, ha Doue enn he c’hloar, ar Verc’hez hag an Elez enn dro dez-han, ec’h astennaz he zourn kleiz var he gostez deou evit kuzet he c’houli, hag e lavaraz