Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/289

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 281 —

varnoc’h an oll vennoziou en euz skuillet varnomp dre he Vap ! C’houi eo ar c’henta a zo deuet enn Urz-man evit beva ervez kentelliou an Aviel, er baourentez ar vrasa. Madou braz o poa var an douar, ho guerzet oc’h euz evit rei an arc’hant d’ar paour: ha goudeze oc’h en em roet oc’h unan da Zoue. Ra viot binniget gand Jesuz Hor Zalver, ha gan-en me ! Ra viot binniget pa jommoc’h er gouent-man, ha pa z’eot er meaz anez-hi, pa viot kousket kerkouls ha pa viot dihun! Ra viot binniget epad ho puez hag enn heur euz ho maro ! Bezit araog an oll Vreudeur ha ra deuint oll da zenti ouzoc’h ! Ra vezo digemeret mad enn Urz ar re a blijo ganeoc’h da zigemer, ha ra z’aint er meaz euz an Urz ar re a blijo d’eoc’h da gas kuit ! »

Unan euz ar Breudeur a skrivaz ar c’homzou-ze : Bernard n’oa evit lavaret ger, ne rea nemed difronkal. Mont a reaz enn eur c’hougn euz ar gampr evit gellout vouela a voalc’h kaloun. Neuze ar Zant a lavaraz d’ar Breudeur all : « Me fell dign, hag her gourc’hemenn a ran,

16*