Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/288

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 280 —

skriva d’ar re-man kaout atao an doujanz ar vrasa evit Sacramant an Aoter, el leac’h m’eman korf ha goad Hor Zalver J.-K. Meur a veach en d’oa gourc’hemennet an doujanz-se, mez breman p’eman o vont euz ar bed-man, hel lavar gand muioc’h a nerz c’hoaz. — Lavaret a ra dez-ho ive plega da gement tra a blijo d’an Eskibien gourc’hemenn dez-ho, ha senti ouz ar veleien a zo e penn pep parrez. Goudeze e ped stard an oll da zerc’hell mad d’ar reolenn, ha, pa vezo red, da c’hounit ho boued divar bouez poan ho divreac’h. Dreist pep-tra, e c’hourc’hemenn d’an oll chomm atao a du gand Hor Mamm Zantel an Iliz, ha diouall da vont a enep Hon T. S. ar Pap, n’euz forz petra zisklierche.

Goude beza lakeat skriva al lizer-ze e c’houlennaz E peleac’h eman va map hena, Bernard Kuintaval? Heman, o veza deuet d’he gaout e lavaraz dez-han : « Tostait ouzign, va map, ma roign d’eoc’h va bennoz araok mervel. » Neuze, en eur lakaat he zourn rar benu Bernard a ioa var bennou he zaoulin, e lavaraz : « Ra deuio Tad Hor Zalver da skuilla