Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/287

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 279 —

Evel a ouzoc’h an traou-ze a ioa oll merket var al lizer nemed an ezanz n’oa hano ebed anez-han. Gueach all, Doue en d’oa digaset, a vro Sao-Heol da Vethleem, tri Roue da ginnik d’ar Mabik-bian aour, ezanz ha myrr, ha ne ket en ive en d’oa digaset ar vaouez santel-man euz a Roum da gouent Stez-Mari gand kement tra a ioa red evit sebelia Fransez, he vignoun muia karet ?

Jakelin a derkaz guella ma c’hellaz al lastez kouign a gave ker mad ar Zant a ziaraok. Siouaz! ne c’hellaz nemed tanva epken, rak n’en doa nemed fallaenn var fallaenn. Teuzi a reaz ive ar c’hoar a ioa deuet gant-hi evit ober pilejou da lakaat dirag korf ar Zant goude he varo. Ar Breudeur a reaz eur zae euz ar mezer e d’oa digaset, ha Fransez o c’hourc’hemennaz he griad eun dro d’he gorf evit mont d’ar bez.

An traou-man a c’hoarveze d’ar guener, 2 a viz here. Antronoz vintin, e roaz he vennoz d’he oll Vreudeur, d’ar re a ioa e kouent Stez-Mari kerkouls ha d’ar re all a ioa o prezek, hag o rei skouer-vad dre bevar c’horn ar bed. Lakaat a reaz