Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 278 —


Maouez ebed ne c’helle lakaat he zreid er gouent, hennez oa Urz ar reolenn. Abalamour da-ze e oue goulennet digant-han petra viche great e kenver Jakelin. « N’hor ket, eme Fransez, heulia ar reolenn, var ar poent-man, e kenver eur c’hreg hag a zo deuet a geid all, gand kement a boan hag a skuizder, hag a ziskouez eur feiz ker krenv. » Jakelin a ieaz ive-ta er gouent, hag en em gavet dirag ar Zant ne rea nemed vouela… Dre eur burzud euz ar re vrasa, deuet oa gant-hi eun tamm mezer, liou al ludu, evit ober eur zae, ha kement tra all a ioa merket var al lizer evel pa viche en em gavet gant-hi.

Setu aman petra gountaz : « Va Breudeur, epad m’edon o pedi eur vouez a lavaraz dign : Savit divar bennou ho taoulin, hag it betek Fransez da gouent Stez Mari : It buan ha na zaleit e nebleac’h, rak ma taleit ber c’hafot maro p’en em gafot. Kasit dez-han mezer evit ober eur zae, ha traou evit ober eur gouign hag a gaf mad. Kasit ganeoc’h c’hoaz koar avoalac’h da ober kals pilejou, hag ouc’hpenn eur vozad ezanz. »