Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/285

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 277 —

d’eoc’h c’hoaz euz ar gristenez vad-se a ioa he hano Jakelin Settisoli. Eun dervez-ta e c’halvaz unan euz he Vreudeur hag e lavaraz dez-han: « Va Breur, gouzout a rit peger kalounek e vezemp oll, c’houi kerkouls ha me, digemeret e Roum gand ar c’hreg santel Jakelin Settisoli. Me gaf dign e rafe plujadur gant-hi klevet euz va c’helou. Skrivit ie-ta dez-hi, ha lavarit dez-hi, digas dign eun tamm mezer, liou al ludu, da ober eur zae. Lavarit dez-hi c’hoaz digas gant-hi eur gouign, hag a reor mortalore anez-hi e Roum, hag a zo great gand alamandez, mel, pepr, ho- lenn ha traou all c’hoaz, hag a gaven ker mad a ziagent. »

Ar pez a c’houlenne ar Zant a oue great. Hogen, epad m’edor o klask eur Breur da vont da gas al lizer da Roum, e klefchor skei var dor ar gouent. Mont a rejor da velet piou a skoe; ha, kenta tiz a oue, oue guelet Jakelin Settisoli e tal toull an or. Deuet oa euz a Roum buanna ma c’helle. Mont a rejor da lavaret d’ar Zant oa deuet d’he velet Jakelin hag he map, ha kals traou gant-ho.

16