he zaoulagad e tu Asiz, evel pa velche anez-hi, rak gouzout a rit oa dall. Goudeze e roaz he vennoz dez-hi en eur lavaret : « Kear Asiz, ra viot binniget gand Hor Zalver, c’houi hag a zo ker stag a galoun ouz Doue ! Kals eneou a vezo saveteet enn-hoc’h, hag ive dreiz-hoc’h. Kals servicherrien Doue a deuio da jomm enn-hoc’h, hag euz ho tud kals a ielo d’ar Baradoz. »
Kear Asiz a oue anaoudek e kenver ar Zant. Lakeat e d’euz sevel eur Chapell var an tammik torgenn m’edo varn-hi, pa roe dez-hi he vennoz, ha, var ar mean a zo azioc’h an or-dal, eo skrivet, herrio, c’hoaz, ar c’homzou emaoun o paouez lavaret d’eoc’h.
En em gavet e kouent Stez-Mari, Fransez en em roaz d’ar bedenn gand muioc’h a erder c’hoaz, mar gellor hen ober, evit en em lakaat e doare da vont guelloc’h. c’hoaz dirak Doue.
E kreiz he bedennou e teuaz da sonj dez-han euz ar gristenez vad a ioa e Roum, hag hen digemere, en hag he vreudeur, gand kement a garantez, bep tro ma z’eant d’ar gear-ze. Komzet emeuz