Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/283

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 275 —

nec’h va ene o vont dira-z-han. Doue a zo bet ker mad em c’henver m’eo stag va ene out-han, ha m’am euz mall da vont d’he gaout. Lezit ac’hanounn ive-ta da veza laouen, ha da ziskouez, dre va c’han, d’an oll, va laouenedigez o klevet ar pez a zo lavaret dign, e z’ign abarz nemeur d’he velet d’ar bed all. »

Evelato eur c’hoant a ioa e kaloun ar Zant, mez eur c’hoant ha n’oa ket pec’hed. C’hoant en d’oa da vont da vervel d’ar Porsionkul, da gouent Stez-Mari-an-Elez, el leac’h m’an d’oa savet he Urz. Eno en d’oa en em lakeat da zervicha an A. Doue evit mad, eno en d’oa c’hoant da denna he huanad diveza.

Ar pez a c’hoantea ar Zant a oue great. Kenn toc’hor oa n’oar ket evit her lakaat na var loan, nag e kar. Red e oue her lakaat var eul lastez gravaz, evel a zo herrio c’hoaz er c’herriou evit dougen an dud glazet d’ho c’hear pe d’an hospital. En em gavet var eun tammik tosenn, e kreiz ar gompezen a zo dirag kear Asiz, e lavaraz d’ar re hen douge chomm eur pennadik a za, ha trei anez-han varzu kear. Vouela a reaz eur pennadik o trei