Oll boaniou he glenved ne lakeant ket he spered da blega. Lavaret a rea : « Bennoz em euz da lavaret d’eoc’h, o va Doue, evit ar poaniou a zigasit dign breman. Pedi a ran ac’hanoc’h, o va Zalver, da greski anez-ho kant gueach muioc’h c’hoaz, mar gra an dra-ze plujadur d’eoc’h. C’hoant em euz dreist pep tra ne deufac’h ket d’em espern e nep giz. Ober ar pez a fell d’eoc’h, setu ar pez a fell dign. »
Eun dervez ar medisin a deuaz da zisklerria dez-han e tostea he heur diveza. Ar Zant o klevet ar c’helou-ze, a deuaz da veza kel laouen ma lakeaz kana, ha ma kanaz he unan gand ar Breudeur all, eur c’hantik en d’oa savet a ziagent, en eur lakaat enn-han var an taol, eur c’houblad evit ar maro ha hanve he c’hoar.
Ar breur Eli a gavaz abek e kement-se hag a lavaraz dez-han tevel, rak rei goall skouer n’oa ken an dra-ze da zervicherrien an Eskop, ha d’an dud all a deue d’an Eskopti. « Va Breur, eme ar Zant, lezit ac’hanounn da veza laouen gand va Zalver, ha da drugarekaat anez-han abalamour ma z’eo kenn di-