burzudou a skuille hag a hade var he hent. Paour oa ervez ar bed, mez pinvidik oa dirak Doue, ha tud Asiz a gave oa dlect dez-ho ober dez-han an enoriou a reor, er bed-man d’ar re a zo enn huella kargou. Guelit petra eo ar zantelez !
Eskop Asiz a falvezaz dez-han kaout Fransez enn he di, enn he Eskopti, hag entent he unan out-han. Eno ar Breudeur-bian a c’helle mont d’he gaout p’o deveze c’hoant, goulenn he guzuliou ha klevet he aliou. Hag evit guir, noz-deiz e vezent enn dro dez-han. Nec’het ha glac’haret oll oant ouz her guelet ker klan. Piou, a lavarent etrez-ho, a deuio da gas enn dro hon Urz ker kouls ha ma rea Fransez, ker karet gand Doue ? Hag ar Zant a lavare dez ho petra dlie beza rener eun Urz evel an hini en d’oa savet, ep sonjal ne lavare netra nemed ar pez en d’oa great he unan. Pe genn izel ec’h en em lakea !
Var he vele a boan, ne ankounac’heaz ket Stez Klara hag he C’hoarezed. Kas a reaz dez-ho he aliou hag he gentelliou diveza, en eur lavaret her guelchent eur veach c’hoaz araok kuitaat ar bed-man. Bremaik e velimp penaoz her guelchont.