Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/280

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 272 —

zo diesoc’h c’hoaz ; rak kerent ar Breur Eli a ioa er penn kenta euz a dud Korton. C’hoant o d’oa da ziskouez pegement a zoujanz o d’oa evit eun den hag a ioa eat ar brud anez-han dre bevar c’horn ar vro, abalamour d’he furnez ha d’he zantelez. Pep tra a oue ive-ta great evit digas ar iec’hed d’ar Zant. Poan gollet, Siouaz ! E leac’h guellaat e z’ea var fallaat. Setu perag e c’houlennaz beza digaset da Asiz.

Pa glevaz tud Asiz oa erru Fransez d’ho c’hear o deoue eul levenez vraz. Evel eur gouel oue an dervez-se evit-ho. Evel ma z’a tud ar bed, tud ar renk huel, kerkouls hag an dud a renk dister, var an hent, da veuli eur Roue pe eun Impalaer, o tistrei euz ar brezel, soun ar c’hounit kanet enn dro dez-han, hag ar bod lore enn he zourn, evelse e oue digemeret Fransez e kear Asiz. Fransez n’oa na Roue nag Impalaer, Fransez n’en d’oa ket eun diner toull var he hano, n’oa ket dez-han zoken ar zae vezer-groz a ioa var he gein, rak bet en d’oa anez-hi enn aluzenn ; mez Fransez a deue da Asiz brudet dre he zantelez, dre ar vad a rea d’an oll el leac’h ma tremene, dre ar