Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/279

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 271 —

ar bennoz a roan da gement hini a zo herrio enn Urz, ha da gement hini a deuio enn-han betek fin ar bed. Ne c’hellan ket komz pell, rak fall oun. Ar pez am euz c’hoant, ar pez a fell dign a ve miret gand an oll, evel va ger diveza, eo an dra-man : Ra deuio va Breudeur d’en em garet an eil egile evel m’emeuz karet anez-ho, evel m’ho c’haran herrio ! Ra jommint atao da veva er baourentez ar vrasa, ha ra na deuint ket d’he dilezel! Ra jommint atao stag ouc’h Hor Mamm Zantel an Iliz, ha ra zentint ouz an Eskibien hag ouz ar Veleien a zo a du gand an Iliz a Roum Ra vezint oll binniget gand an Tad, ar Map hag ar Spered-Santel. »

Evelato eur vellaen a deuaz d’ar Zant. Ar Breur Eli a gavaz dez-han oa mad her c’has enn eur gear all, el leac’h ma viche guelloc’h ear. Lakaat a reaz her c’has da gear Korton. Hogen ar Breur Eli a ioa ginidig euz ar gear-ze.

Lavaret d’eoc’h pegement a dud a deuaz da ziambrouk ar paour keaz Fransez ne ket eaz. Lavaret d’eoc’h pegement a henor a oue great dez-han er gear-ze a