Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/278

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 270 —

lounek, e lavare dez-han traou ker brao, ma teue enn eun taol d’hen diglac’hari ha da lakaat laouen he galoun. D’ar Breudeur a ioa e pell bro, e lakea skriva lizeri euz ar re vella, hag enn-ho e komze, evel ma c’hell eur Zant epken komz, euz a Zakramant an Aoter, el leac’h m’eman korf ha goad Hor Zalver.

D’an nevez amzer euz ar bloaz 1226, ar Breur Eli hag ar Breudeur-all euz a gouent Stez-Mari, a aliaz ar Zant da vont da gear Sienn, el leac’h m’oa iac’hoc’h an amzer, el leac’h m’oa medisined anaoudek a c’hellche digas nerz dez-han, ha marteze zoken rei dez-han ar gueled. Mez siouaz ! falloc’h-falla ne d’ea ken, hag e kave d’an oll edo o vont da vervel. Ar Breudeur en em vodaz en dro dez-han en eur lavaret, e kreiz ho daelou : « O Tad, roit d’eomp ho pennoz d’eomp-ni, ha da gement hini a zo enn Urz oc’h euz savet. »

O klevet ar goulenn-ze ar Zant a c’halvaz ar Breur Beneat Piratro, ar belek a lavare an ofern dira-z-han, hag a veze var he dro epad he glenved, hag e lavaraz dez-han: « Belek Doue, skrivit