Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 269 —

hir : ne lavare nemed an dra-man : « J.-K., va c’harantez, a zo bet staget ouz ar groaz ! » Ar c’homzou-ze a zo berr, mez lavaret, evel m’her grea ar Zant, gant eur garantez a dan, e z’eant betek goueled kaloun an oll. Hag ouc’h penn c’hoaz, burzudou a bep seurt a rea, dre ma z’ea, kement ha kement ma tirede an dud var he lerc’h, ha ma lakea ar re vad d’en em starda muioc’h-mui ouz Doue, hag ar re fall da zistrei out-han.

Mez siouaz ! ne c’hellaz ket padout pell da brezek er c’hiz-se : red e oue dez-han ehana. Douget e oue d’eun tamm kamprik disterr, e kichenn Iliz St-Damien, el leac’h m’edo Klara gand he c’hoarezed. Ar re-man eo a derke al louzeier a viche red rei dez-han. Eno e chommaz daou-ugent dervez gant ar Breudeur Mase, Rufin ha Leon. Goudeze e tistroaz da Asiz, da balez an A. n’Eskop.

Dalc’het var he vele gand ar c’hlen ved, p’eo guir ne c’helle ket mont da brezek, e roe da vianna kentelliou ha kuzuliou mad da gement hini a deue d’he gaout. Pa deue eur Breur bennag, hag a veze e poan, e komze out-han ker ka-