vouela : Hogen ar Zant, pa zelle ouc’h eur grusifi, n’oa ket evit miret da skuilla eur mor a zaelou. Setu perak ar medisin a zifennaz out-han chomm da zellet ouz krusifi ebed dindan boan da veza dall put.
— Oh ! nann, nann, eme Fransez : bikenn… bikenn… N’ounn ket evit ober an dra-ze. Kentoc’h beza dall eged chomm ep sellet ouc’h Hor Zalver maro var ar groaz dre garantez evidomp.
Ha setu perak ne zaleaz ket da veza dall. An oll boaniou-ze ne virent ket out-han da zonjal euz kalz a dud dre ar bed hag a deu da goll ho eneou. Epad he vuez en d’oa lakeat he oll c’halloud da zistrei ar bec’herrien divar an hent fall : breman, evit-han da veza klan, ne ket evit miret ouc’h he dech. Mont a ra er meaz euz a gouent Stez-Mari da redet, ha da brezek dre ar vro. Pa lavaran da redet dre ar vro, ne lavaran ket mad, rak ne d’ea ket var droad abalamour d’ar gouliou a ioa enn he dreid, hag ive abalamour ne c’helle ket guelet he hent, pa z’eo guir ne vele berad. Var eun azenn e veze lakeat, hag evelse e z’ea euz an eil bourk d’egile. He zermoun ne veze ket