treud ma n’oa anez-han nemed ar c’hroc’henn hag an eskorn. Henvel oa ouz eun den dalc’het dek vloaz, gand eur c’hlenved hir, var eur gouele a boan hag a ankenn.
Mez mar d’oa klan he gorf, he ene a ioa enn eul levenez an dudiusa. Doue a lakea he galoun da deuzi dre ar garantez a ioa enn-hi evit-han, evel pa lavarfenn d’eoc’h, e teuz eun tamm koar dirak eun tantad tan. « O va Doue, a lavare, tennit ac’hanounn euz ar bed-man… Chachit ac’hanounn d’ho kaout ; stagit ac’hanounn ouzoc’h, rak ne garan nemedoc’h. Me fell dign mervel devet gant ho karantez… O va Jesuz, maro evidomp, me fell dign mervel, o starda va a c’haloun ouz hoc’h hini… » Ha daelou puill a zivere euz he zaoulagad, rak ar garantez a laka vouela kerkouls hag ar boan.
Pell a ioa, a fors da vouela, daoulagad Hor Zant a ioa deuet da denvallaat hag he veled da verraat. He Vreudeur o velet kementse a c’halvaz eur medisin d’he gaout. Heman a zisklerriaz e teuche Fransez da veza dall ma kendalc’hche da