Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





UNNEKVET PENNAD


————


Fransez evel eur Grusifi beo. — Dall put. — He brezegennou. — He glenved e St-Damien. — He vennoz d’he Vreudeur. — Fransez e Sienn. — E Korton. Distro da Asiz. — E ti an A. n’Eskop. — Kan ar maro. — Distro da gouent Stez-Mari. — Lizer da Jakelin Settisoli. — Aliou diveza ar Zant. — Bernard Kuintaval. — Fransez var an douar noaz. — He guzuliou diveza. — He varo. — Burzudou.


————



Goude gouel Mikeal, euz ar bloaz 1224, he goraiz achu, Fransez a ziskennaz divar menez Alvern, hag a deuaz d’ar Porsionkul, da gouent Stez-Mari-an-Elez. Oc’h her guelet ec’h en em gaout enn ho zouez, ar Breudeur a jommaz sebezet o sellet out-han. Kaout a rea dez-ho guelet dirak ho daoulagad eur grusifi beo. Ar gouliou a ioa enn he dreid, enn he zaouarn hag enn he gostez a rea dez-han eur boan vraz, eur boan a bade noz-deiz, hag a uze he iec’hed. Deuet oa kenn