Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 265 —
diskennet ar Serafin euz an env da lakaat merkou gouliou Hor Zalver e treid, e daouarn hag e kostez ar Zant.
Er bloaz 1260 e oue savet eno eun Iliz vraz ha kaer meurbed. Binniget e oue gand Sant Bonavantur, enn dro dez-han seiz Eskop, ha tremen mil relijiuz euz a Urz St-Fransez, ep kounta an dud all n’oar den ped a ioa anez-ho. Abaoue e vez eno tud a bep bro, a bep stad o pedi hor Zant da ginnik ho fedennou da Zoue.
Ar Pap Beneat XI en deuz gourc’hemennet ober gouel Gouliou St Fransez, e kement kouent Breudeur-bian a zo, d’ar 17 a viz guengolo. Hag ar Pap Paol V en euz ive gourc’hemennet ober ar gouel-ze, er memez dervez, e kement iliz a zo er bed katolik.
————