Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/272

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 264 —

erc’h, c’houekoc’h evit m’en d’oa great biskoaz er guele plun ar bouka, evel m’en deuz her lavaret goudeze.

Ar burzudou-ze a ziskouez sklear hag anat d’eomp en euz bet Fransez enn he gorf merkou pasion Hor Zalver. Ouc’h-penn-ze. Hor Mamm Zantel an Iliz, e tleor atao senti out-hi dindan boan da vale var hent an ifern, Hor Mamm Zantel an Iliz e deuz disklerriet ar virionez-man dre c’hinou meur a Bap. Ar C’hardinal Ugolini, a anavezit dija, deuet da veza Pap, er bloaz 1227, azindan an hano a C’hregor IX, hag en euz lakeat Fransez e renk ar Zent, daou vloaz nemed ken goude he varo, 1228, en euz skrivet daou lizer a enep ar re o d’oa c’hoant da nac’h ar burzud-man.

Er bloaz 1255 ar Pap Alexandr III a bedaz ar Breudeur-bian da jomm atao var menez Alvern, abalamour d’ar burzud a ioa c’hoarvezet eno gand ar Zant, her gourc’hemenn zoken a rea dez-ho. N’oa ket red gourc’hemenn eun dra evelse d’ar Breudeur-bian, rak, goude maro ho Zad, brasa mall o d’oa pep hini anez-ho oa mont da bedi el leac’h m’oa