Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/271

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 263 —

daou-lamm e c’haloupe d’ar park m’oa boazet da beuri enn-han.

Setu aman eun dra all c’hoaz. Arne a zave aliez euz a venez Alvern hag euz ar menesiou all a dro-var-dro, hag a laoske barrou kazarc’h da c’holo an douar ha da voasta an eost. A veac’h ma veze eun eost mad var daou. Mad, abaoue m’oa diskennet ar Serafin euz an env da lakaat merkou pasion Jesuz e korf St Fransez, barr arne ebed n’euz great drouk d’an eostou dre eno, ar pez a lakea sebezet oll dud ar vro.

Kountomp c’hoaz an dra-man. Er goan varlerc’h m’oa gouliet he gorf, Fransez a ioa o veaji var azenn eun den divar ar meaz. Erc’h doun a ioa var an douar, ha red e oue chomm da dremen an noz er goudor, a dren reier braz a ioa var an hent. E kreiz an noz, an den divar ar meaz a deuaz d’en em glemm gand ar riou, rak guisket fall oa, hag ar ienienn a ioa kalet. Fransez a astennaz varnez-han he zaouarn toullet gand tachou Ker buan ar paour keaz den a zantaz eun domder iskiz o vont dre he gorf hed-a-hed. Kousket a reaz eno, e kreiz an