Evel a velit meur a hini o deuz guelet gouliou St Fransez. Doue he unan en euz ho diskuillet dre veur a vurzud. Ne gountign d’eoc’h nemed unan pe zaou.
Var ar meaz, enn dro da gear Rieti, oa kouezet eur c’hlenved braz ha staguz meurbed var ar chatal-korn, ar c’hezek hag an denved. Mervel a reant evel kelienn : ne gavet pare ebet dez-ho. Er vro-ze oa, dreist ar re all, eun den a zoujanz Doue. Eun nosvez, epad he gousk, eur vouez euz an env a lavaraz dez-han mont da gouent ar Breudeur-bian, el leac’h m’edo Fransez d’ar mareou-ze, da c’houlenn eur banne euz an dour a viche bet gant-han o voalc’hi he dreid hag he zaouarn, hag her skuilla var he anevaled. An den mad-man a reaz ar pez en d’oa gourc’hemennet ar vouez dez-han. Dre guz, ep ma gouie ar Zant, en d’eoue digant eur Breur ar banne dour a glaske. Dioc’htu mac’h en em gavaz er gear ez’eaz d’ar c’hraou. A veac’h ma koueze eur berad dour var eun aneval ma veze guelet o sevel enn he za, pare-klok ; lammet a rea en eur fringal er meaz euz he graou, ha d’an