lammaz digant-han evit he diboultrenna. Ar Zant a roaz he zae ep sonjal e netra. Epad m’edo ar Breur o tiboultrenna ar zae, e leac’h sellet ouz ar pez a rea, e selle ouz ar gouli a ioa ruz-glaou ; hag, en eur lakaat adarre he zae d’ar Zant, e lakeaz he zourn er gouli evit gouzout pegel ledan oa, hag e velaz ez’ea he dri viz enn-hi.
Eur veach all, ar Breur Leon a ioa o frota dez-han he ziouskoaz sounnet gand ar remm. C’hoant en d’oa ive da c’houzout e peleac’h edo ar gouli. Abalamour da-ze e kreiz frota an diouskoaz, e lezaz he zourn da rikla, ha da ziskenn izelloc’h a-hed kostez ar Zant. E fesoun e kouezaz rustik var ar gouli, rak Fransez a reaz eul lamm hag eur skrijadenn. Guiridik ive-ta oa ar gouli. Adalek an dervez-se, Fransez, a zindan he zae, a lakeaz eun tamm mezer enn dro d’he gorf, adalek he groazlez betek he ziouskoaz. — Ar Breudeur-bian n’o deuz roched ebed ; ne zougont, var ho c’horf, nemed eun tamm mezer groz, hag a zo roched ha sae. Ar Breudeur a voalc’he he zillad ho c’have atao gleb ha leun a c’hoad.
15*