Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Buez St Fransez a Asiz, 1891.djvu/268

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 260 —


Setu ive-ta Fransez enn he gorf merkou pemp gouli Hor Zalver. D’an 29 a viz guengolo, deiz gouel Mikeal, oa achu he goraiz. Diskenu a reaz divar menez Alvern. Mez evel m’en d’oa c’hoant da guzet ar burzud hen d’oa great Doue, e kuze he c’houliou guella ma c’helle. A ziagent e valee atao diarc’henn, breman ez’euz enn he dreid, eur boutou huel a jouk-troad : He zaouarn a zalc’h chouchet dirak an dud. Ar pez ne viraz ket m’int bet guelet gand meur a hini. Kals Breudeur-bian, kals Kardinaled, pa oue menek da lakaat Fransez, daou vloaz goude he varo, e renk ar Zent, o deuz touet beza ho guelet. Hag ar Pap Alexandr IV, o prezek eun dervez, a lavaraz euz a gador ar virionez, en d’oa he unan ho guelet. Goude he varo, ouc’h-penn hanter kant Breur-bian, Santez Klara, ha n’euz gouzout ped all euz a dud ar bed, o deuz ho guelet.

Kement tamm izign en d’oa ar Zant a lakea da guzet ar gouli a ioa enn he gostez Evelato ne c’hellaz ket miret ma oue guelet. Unan euz ar Breudeur a veze peurliesa enn dro dez-han, Iann Lodi oa he hano, eun dervez m’oa louz he zae, e