han : euz a eun tu all, aoun en d’oa o tisklerria d’an dud ar pez ne gouie nemed Doue hag en. Evit en em denna a veac’h, e c’halvaz da vont d’he gaout eul lodenn euz he Vreudeur, hag e c’houlennaz digant-ho, ep anzao ar pez a ioa c’hoarvezet gant-han, hag en a dlie rei da anaout eun dra burzuduz hen d’oa guelet.
Unan euz ar breudeur, ar breur les-hanvet ar Sklerijenned, an hini a ioa bet gant-han e bro Sao-Heol, mar ho c’heuz sonj, enn dro-man da vianna sklerijennet gand Doue, a lavaraz : « Ne ket evidoc’h epken, dalc’hit sonj mad a gementse, en euz Doue dizoloet d’eoc’h traou kuzet d’ar re all ; her great en deuz evit mad an oll. Red eo d’eoc’h ho disklerria d’eomp, pe e viot barnet, deiz ar varn, evel servicher fall an Aviel a ieaz da guzet he denzor. » — O klevet ar c’homzou-ze, Fransez a anzavaz dioc’h-tu ar pez a ioa c’hoarvezet gant-han : mez disklerria a reaz ive ne lavarche bikenn, epad he vuez, lod euz ar pez en d’oa kountet dez-han, an hini a ioa en em ziskouezet e furm eun den.